ebook img

Al Liamm 1969 niv 132-137 PDF

308 Pages·2017·0.84 MB·Swedish
by  
Save to my drive
Quick download
Download
Most books are stored in the elastic cloud where traffic is expensive. For this reason, we have a limit on daily download.

Preview Al Liamm 1969 niv 132-137

AL LIAMM 132 TAOLENN Barzhonegoù gant YOUENN GWERNIG 3 Barzhoniezh Bro Indez gant BALDOON DHINGRA (tr. A. DUVAL) 7 Kanenn-bobl a Vro Gambodj gant BALDOON DHINGRA (tr. A. DUVAL) 8 Barzhonegoù Berber (tr. Erwan EVENOU) 9 Kleier an Trec'h gant YOUENN GWERNIG 16 Tonkad Harki gant YANN MIKAEL 28 Dek Indian gant ERNEST HEMINGWAY (tr. Ronan HUON) 38 An Istor hag ar Vro gant PER BOURDELLES 44 Notennoù war zigarez lenn gant F. KERVELLA 52 Notennoù. 68 3 BARZHONEGOU Youenn GWERNIG Kouviadur Orbidus Ho pediñ a ran, Denelezh ker, d' an deiz d' an eur a blijo deoc'h (dalc'hmat e son ar sonerien) d'un abadenn hep dilhad sul deuit e noazh deuit e noazh fell a ra din ho kaout noazh da zañsal e sal va c'halon. Ma, setu va c'hartenn gouvi krediñ a ran ne zeuio den met noz ha deiz ha sed ul le e vano dor va zi dibrenn. 4 Gant va bag aet d' ar strad bremañ n' hellan bout nec'het daerenn 'bet em lagad evit va bagig kollet ken teñval an neñv dall ken gwak ha lemm ar wagenn am luskell en he brall e stardoù flour he froudenn war-neuñv va-unan war-neuñv en noz flourad an dour ha skeud ur pesk holen an avel ha spi ur skrev askell brim (kouronk ur gizell wevn o tigeriñ kalon lintrus ar gouralenn) o regiñ banne an neñv 'vit dizoloiñ - marteze - kevrinoù rok al loar war-neuñv va-unan war-neuñv er mor an houl am doug ha nerzh ar chal davet un tir e beoc'h divrall neuerezh gouez (froud va youl am laka da zornañ ed glas ar mor) a-dizh davet ar c'herreg du lec'h - marteze - e kavin c'hoazh (o horellañ) peñse va bag oa aet d' ar strad. * 5 Setu ar pont n' eus met treuziñ ha mont pelec'h ? n' oar den ha ne vern din gant ma c'hellfen herzel ouzh yud an tren kinkladur goullo mil lomber dallus dindan bannoù an heol ha galv aner mut bouzarus pep logellig he c'hleuzeurig tredan war elum ; Ar spont ledan ha noazh ma 'm boa kejet gwechall gantañ e varv gell skuilhet a-wagennoù war e roched gwenn-kann ne gavan ken neblec'h kan e gomzoù tener na tan sioul e lagad don ne gavan nemet roud e alan en avel hag e wrez o wanaat war leurenn yen ar pont. * Aet eo un den da anaon pe glemm a glevan en avel perak e rank d' ar glav follañ ar bleuñv perak perak gweñviñ dalc'hmat perak e varv ar c'hlaz war ar maen-glas Bom Bim Bom Boom Jan Bleud Job Taer perak pa varv un den ? * 6 Chomet on meur a wech 'traoñ al liorzh ouzh ar vur gozh skoachet dindan delt klouar va mantell e peoc'h teñval an eurioù kevrinel a bed evit dibenn an noz chomet on meur a wech tamolodet ouzh an dreilhenn o selaou ouzh kanoù kuñv an avel da zibenn-hañv abred er beure gell gant frond diwezhañ ur vleunienn chomet on meur a wech da seloou ouzh takennoù glav 'pokat goustad-goustadik d' am fenn-kab nodet nijet diouzhin pep youl achap diouzh boem un eur ken flour ha flav chomet on meur a wech da selaou ouzh takennoù glav. * Skeudenn ar goantenn-vlev hir Izold meleganez korf gwak houlennek ur veleganez ha krennded tener brokus he bronn he begel rozenn ankoueet ar wagenn seiz he c'hof lagad dibar diere o tañsal 'n ur sellout (ouzhin) ha n' hellan heuliañ broust ar rozenn e lusk an houlenn n' eus den da damall nemet n' hellan derc'hel em daouarn kalon frondus ar vleunienn o neuial e morioù ken kozh. 7 BALDOON DHINGRA (troidigezh gant Anjela DUVAL) Barzhoniezh Bro Indez - Mervel 'ran, met en ur vervel e kounaan ac'hanout Levenez va ene, karantez dous nemeti. Mervel a ran, met soñj am eus eus joa va c'hentañ trivliad Dirak da zremm ken kaer trolinennet heneuz ha glan Soñj am eus eus skrij va Boud dirak ar Gened soutil Az kronne holl evel un aergelc'h blizidik. Soñj am eus eus da vrennid c'hwezet ken c'hwek O strobinell nevez ar Garantez ! 'n ur vervel E kounaan hini da hini marzhioù da Gened e bleuñv Da zaoulagad don hañval ouzh lotuzennoù dindan ar glizh, Ar perlez ma 'z eo da zaeroù Douster da zivrec'h gwevn, Da vuzelloù ma par warne an hiraezh evel ur wenanenn. Mervel a ran, met soñj am eus eus rodelloù da vlev frondus O c'hoari war da zremm. Soñj am eus eus ruzder tener ar Garantez A guzhes e plegioù da zivrec'h, Hag eus sked da zaoulagad. An daoulagad-se ! An daoulagad karet-se ! Me o adwel lintrus evel stered Dindan gouel da zaeroù a levenez. Re vezint bepred 'vit va c'halon Stered ar Beure. Mervel 'ran. Mervel 'ran. Met kounaat a ran. Ra vezo roet din ur vunutenn, netra nemet ur vunutenn C'hoazh d' arvestiñ da abrantoù du Hañval ouzh kresk ul loar teñval ; Da sioulaat da ziweuz loskus Gant aezhenn fresk ar Garantez Hag ar vunutenn-se nemeti a 'n em leugno A Wenvidigezh peurbadel ha digemmus an neñv. Indez-Bilhana. 8 BALDOON DHINGRA (troidigezh gant Anjela DUVAL) Kanenn-bobl a Vro Gambodj - Dirazout, va divrec'h, va daouarn, va daeroù Va boud a-bezh a gren. 'Vel ma kren delioù an avalenned-kanell Hejet gant an avel. - An delioù avalenned-kanell ne grenont ket Va muiañ-karet, skrijañ ' reont Dindan flourig an avel a 'n em vezv Gant o fokoù frondus. Deus ganin fenoz dindan an avalenned-kanell Hag evel o delioù te ' skrijo dindan va flourigoù Hag evel an avel me a 'n em vezvo Gant da bokoù frondus. - Mont a rin, met evit va fokoù Petra din a roi ? - Evit da bokoù me ' ginnig dit va fokoù. - Evit va c'halon, petra din a roi ? - Evit da galon me ' ginnig dit va c'halon. - Evit va c'harantez, petra din a roi ? - Evit da garantez, me ' ginnig dit va Buhez ! - Degemer 'ran da bok, da galon, da vuhez ! Ha me 'n em ro dit holl en eskemm Hag hollgrenus ez in fenoz Da ginnig dit va Fok. Dindan an avalenned-kanell Flouret gant an avel Hag en avel mezvet Gant pokoù frondus... 9 BARZHONEGOU BERBER N' emañ ket em soñj amañ trevezañ Leconte de Lisle : Berbered a vez graet a-werso eus ur boblad annezet e Norzafrika, da heul ar C'hresianed a rae « barbaroi » anezho, e-giz ma raent eus forzh petore tud gant na vent ket Hellaziz... Tonkad ar Verbered, keit ha m' omp gouest da vont en o istor, a zo bet a- holl-viskoazh bezañ trec'het gant armeoù kreñvoc'h pe gevredigezhioù urzhietoc'h : Fenikiz da gentañ, diazezet en Ifrikia pergen ha war an aodoù dre vras, da heul, ar Romaned ha pelloc'h Bizantiniz, chomet war o lerc'h rivinoù meurdezus ha mengleuzioù pezhioù moneiz... Gwech ebet, koulskoude, ne zaoublege an drec'hidi dindan yev an estren : Emsavadeg Jugurtha, argad Timgad ha pet krogad all hen diskouez splann. Pa c'hoarvezas an aloubadeg diwezhañ, hini an Arabed, en em unanas holl veuriadoù Menez Aoures en-dro d' ar rouanez vojennek ar C'haina evit derc'hel penn ouzh ar Vuzulmiz. An dro-mañ c'hoazh e tapjont lamm, ha tremen a reas ar « Maghreb » dindan lezenn an Islam. Rouantelezhioù berber a voe savet adarre er c'hantvedoù da heul, islamat avat e oant, ha pa ne veze ket beli ar c'halif o ren war-eeun warno, e chome bepred kreñv-tre levezon ar C'horan, ken na deas war goazhañ ar sevenadur kozh evit reiñ lec'h d' an doareoù bevañ arab. Tammig-ha-tammig e teuas an arabeg da vezañ yezh an holl er c'hompezennoù hag er porzhioù-mor bras. Ar menezioù avat, hag ar Sahra ivez, a zalc'he gwelloc'h d' ar berbereg. Hiziv an deiz e reer Berbered eus ar gouerien a ra c'hoazh gant ar berbereg. Kavet e vezont en Atlasoù Maroko hag e meur a gornad en Aljeria : darn eus an dezerzh, Aoures, Kabilia. 10 Kilet eo ar yezh avat buan-buanoc'h dirak an arabeg hag ar galleg war-un- dro. Bremañ ne vez sellet outañ peurliesañ nemet evel un doare trefoedach. E div rannvro evelato ez eo chomet bev-mat an emskiant berber : an Ahaggar pe Hoggar, e-kreiz ar Sahra, ma weler eno hiziv c'hoazh un ugent mil bennak a d-Touareg gant o lizherenneg kozh-Noe, ha Kabilia, etre Aljer ha Steif (" Sétif "). Kabiliz, daoust pegen taer ma voent evit argas ar Gall, o deus diskouezet nevez 'zo heg a-walc'h ouzh an arabegerien. O yezh, ma ne vez ket skrivet, a ro bod d' un toullad barzhonegoù pobl dudius. Amañ da heul em eus lakaet e brezhoneg daou anezho (1), savet gant kouerien diglod ha dianav, an hini kentañ war-dro 1871, an eil e 1943. Arabat ober fae warno : mar dint eeun ha digempenn, diwanet e-barzh speredoù gwirion ha peuzdizesk, e vefe diaes kavout displeget fraesoc'h ha donoc'h, prederioù ha poanioù-kalon an Norzafrikad-etre, peoc'hus, kizidik, gwech emgar ha gwech emro, hedro ivez, ken e villigo arc'hoazh pezh emañ o vennigañ hiziv. Ne vez nemet un doare da veizañ ar pobloù arall : digeriñ ledan-ledan ar galon... Erwan EVENOU. (1) Diwar troidigezhion gallek gant berberegourien. 11 Latar ha koumoul ouzh an neñv, Avel hag erc'h ha grizilh, Ar brini, an aourgon A youc'h you you Hag er fuzuilhoù, ar poultr a strakata. Hiziv e teu an Igawawen Da gaout o digoll diouzh emgann Icherriden. Henozh ne harzho ket ar chas, Leñvit, â C'hallaoued, Mar ho peus daeroù. * Kevarc'h d' an hini en deus krouet ar broadoù, En deus savet an harzeier, An hini ivez a roas ene deomp. Gwerzhet ez omp evit Bro-C'hall, E labourer eviti, En he luioù, er menezioù. Pebezh souezh, p' eo bet astennet dezhañ Ar gartenn-enroll hag ar gwiskamant, 'Vit ma 'z aio d' en em gannañ war an talbenn. Aon e ra bout disrannet diouzh e vreudeur, N' eus ket a bareadenn, Gouizieien, deskit din habaskted. Kement hag anzav ar wirionez A wask va c'halon a-c'houde ar c'heloù : Aon am eus da vervel ken yaouank. Ar sadorn da noz an hini ' oa, Deiz eñvorus ha glac'harus Ma voen mat-servij-armet. 12 Neuze 'oan kreñv ha kaer, Hag ar mezeg a lavaras din : « Truez am eus ouzh ar plac'h a garfe ac'hanout. » Evit echuiñ, a-raok din mont er-maez, E stokas ouzh va askre hag e lavaras : Dalc'h mat, chañs dit, â va mabig ! » - O va Doue, aotreet hoc'h eus an dra-se !... A-benn daou zeiz e kerzhin kuit Da Cherchell. Marteze e varvin. Perak ez afen-me da servijout ar Roumi ? Gouzout mat a ra ne zegasin netra gwelloc'h, Beuzet e vin e-touez kement a soudarded kadarn. « Kenavo tad, kenavo mamm, » Se am eus lavaret er beure-mañ D' am zud hag int o ouelañ. Setu me bremañ er c'harr-boutin-mañ O redek hep ma oufen da belec'h, Ma vefe da strad ar ganienn, e vefen laouen. Kent loc'hañ, Kent mont kuit evit mat, Me 'm eus he gwelet gant ur picher. Gwerenn ar c'harr a oa torret, Hag hi he deus sellet ouzhin O vont d' ar feunteun. He sell hepken en deus va lazhet, Peogwir e tamalle din Treitouriñ kement a c'herioù flour. Chomet eo a-sav zoken, He daoulagad koant o parañ warnon, O gouzañv avat n' em eus ket gallet. 13 Leñvañ a raen etre va daouarn : « A Sidi Mohand pe El Hosin, Va degasit en-dro dezhi, bev ha yac'h. » Penaos, â donkadur digemmus, Gwastañ ' rez va nerzh ha va c'hened Evit lazhañ gant an enkrez an hini a garan bepred. A Roumi, loen a Roumi, Gwan on, izil eo va divrec'h, Ne c'hellan ket da zifenn ouzh an Alaman. Mar kredez em flanedenn, M' henn tou dit, dre Akhal Aberkan, N' em eus hini vat ebet. Kerzh kuit, na soñj ket ennon, Laosk me d' am mamm, Laosk me d' am c'harantez. Emañ o tostaat Beni-Douala, Chomet a-sav ar c'harr-boutin, N' em boa nemet usent lur, o roet am eus. E Beni-Douala ez eus bet graet ur c'helc'h, Ha ni a oa e-kreiz, Prest da arnodiñ an armoù. Poket em eus d' o douar ha lavaret : « N' eus nemedoc'h, Sent, hag a oar va dazonet, Va diwallit ouzh ar reuz ! » Goût a ouzon ez an da vervel, Evel d' an holl war an douar Emañ ar foz tu bennak, ne ouzon menn. A Sent a azeulan, C'hwi hag am sponte pa oan bugel, Ya skoazellit, grit din bout habask. 14 Etre ho tivrec'h emaon-me, A c'hwi hag am eus servijet a wir galon d' ar gouelioù, Gwan on hag ez an da loc'hañ. Gwelout a ran mil bez din, digoret : Strad ar morioù, kerreg ar menezioù, Ar stêrioù froudennus, ar c'harr-nij o kouezhañ... Lezel a ran dindan da warez An hanter eus va c'horf, A Sent va bro, Chabhâ an hini eo. Mar dougez c'hoazh bri din, Laosk ac'hanon, ro lamm din, Hogen degas frealz dezhi evit va bout kollet. Kar-te anezhi em lec'h, Dalc'h koun eus va servijoù, N' em eus ket da ankouaet, neuze gopr anezhi. A-raok kuitaat ac'hanoc'h, Diwallourien va bro, Roit habaskted vras d' am zud oajet. (Dont a ra er-maez eus ar voskeenn, ha kerzhout war-hed 500 metrad betek ar c'harr-boutin.) Souezhet-mik e vanan War dreuzoù al lec'h santel : Al lu bras a ya war-raok. Nag a dud-veur, va Doue, Hoc'h eus krouet da vervel ! A-benn neuze edon o skrijal. Ar gleze savet gantañ er vann A lugerne dindan heol e-giz tan, Pounner e oa ar seier warno, truez am boa outo. 15 Ho karout a ran, â vuzulmiz Doujus, sentus ; Gourdud a zo ac'hanoc'h, hael ez oc'h. Ar rener a oa gouez, Un Arab eo, sur a-walc'h, Krizañ e dal a rae : unan du eo. Ar re all a yae d' ar paz, Krenañ ' ra an douar, lorc'h a zo ennon, Ne soñjan ket e Chabhâ ken. Ar serjant hag al letanant O deus aozet an armoù deomp, Hag e vountent warnomp evel chatal. E Tizi-Ouzou omp bet o pourmen Hag o tisammañ ar c'halonoù e don ar gwerennoù, Gwin-aniz a zo aet ganeomp, ha ni 'oa mezv. C'houdja eo hor gward, N' en deus tad nemet Doue, Skrivañ ' rae war ar marilh ar re c'halvet, hep truez. Cherchell, ti ar reuzeudigezh, Emaon e-mesk an estrenien, Ha koulskoude ez on laouen. A va Mamm, na ouel ket, Mar deomp d' ar brezel, Ez eus Doue da ziwall ac'hanomp. Neb n' eo ket merket e varv gant an tonkadur, Hennezh ne varvo ket, Ha pa vefe e strad ar mor. NOTENNOU: Ar Roumi : an Europad, ar Gall. Sidi Mohand pe El Hosin : anv ur sant. Chabhâ : anv ar garedig.

Description:
kalz hiroc'h ha tevoc'h eget gwern ul lestr ». O fluñv eo a ranked lakaat amañ, Bro-Sveden o taolenniñ listri hir hep gouel na gwern, kaset war-raok gant ugent pe dregont roeñvour ;. - listri dre Henrik Wergeland, o komz eus levr ar Saga, a lavare e tlefe bezañ ar skrid anezho e ti pep broa
See more

The list of books you might like

Most books are stored in the elastic cloud where traffic is expensive. For this reason, we have a limit on daily download.