ebook img

Al Liamm 1958 niv 66-71 PDF

338 Pages·2017·0.93 MB·French
by  
Save to my drive
Quick download
Download
Most books are stored in the elastic cloud where traffic is expensive. For this reason, we have a limit on daily download.

Preview Al Liamm 1958 niv 66-71

AL LIAMM 66 AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 66 Genver - C'hwevrer 1958 14 ved BLOAVEZH PROFOU 1955 : 121.770 lur 1957 : 153.500 1957 : 213.073 KOUMANANTERIEN : 1953 : 385 1954 : 456 1955 : 465 1956 : 487 1957 : 503 TAOLENN Priz Al Liamm 3 Un devezh hañv, gant Youenn Olier 4 Marvailhoù Gab Milin 8 Troioù Kamm Kemenerien Pont-n'-Abad, gant Reun Menez Keldreg 18 Gerioù berr diwar-benn Anatol ar Bras, gant R. Broudig 35 Kontouriezh, gant Jakez Konan 41 Meven Mordiern ha Yann-Ber Kalloc'h (lizhiri lakaet e brezhoneg gant an Dr Lean Palaux) 51 Istor Ober (Notennoù-klokaat), gant Per Denez 56 Kontadenn-bobl 60 Al Levrioù 62 Notennoù 65 Pajenn ar re Yaouank 75 3 PRIZ AL LIAMM Emañ an holl gelaouennoù o kreskiñ o frizioù pa n' o deus ket graet e-kerz ar bloaz tremenet. An holl a oar pegement o deus kresket an prizioù. Niverenn diwezhañ « Al Liamm » he deus koustet tost da 140.000 lur. D' ar mare-se 6 niverenn a ra 840.000 lur hag evel ma 'z eus 500 koumananter da 1.000 lur n' eo ket diaes jediñ pegement a arc'hant e kasont. Ret e vo deomp kreskiñ hor priz ivez eta. Koulskoude e c'hortozimp un nebeut mizioù, ur seurt prof eo e reomp ivez d'hon lennerien feal. Goulenn a reomp digante avat hon sikour e-pad an amzer-se gant o holl nerzh da lavarout eo klask, dreist-holl, koumananterien nevez. O fediñ a reomp ivez da deurel pled ouzh ar striv hon eus graet warlene. Roet hon eus dezhe 620 pajenn brezhoneg evit 1.000 lur gant ar mizoù-kas. Splann eo hon eus gellet ober kement-se gant sikour hor mignoned a zo bet ken brokus er bloaz-mañ. Trugarez dezhe holl. 4 UN DEVEZH HAÑV gant Youenn OLIER Erru e oan e penn ar c'hrav. Pouez krec'h a oa gant an hent ken em boa ranket diskenn diwar va marc'h-houarn. Troiellat a rae ar boultrenn ruz en-dro din ; betek strad an draonienn en em lede ar gwiniegi hag i heñvel ouzh follennoù kaier gant karrezennoù. Lugerniñ a rae ar Mozel a ziwar wel etre Luksembourk ha rannvro ar Sar : lavaret e vije bet ul lietenn zir ; war-du ar c'hreisteiz e ruze kammdro ar stêr e-harzh tolzenn serzh ha krin ar Stromberg ; e-skoaz d' an dorgenn-se en em astenne sapregi teñval an Altenberg, kildraoñ ganto, ha tostoc'h din, gwez kerez ar C'hirchberg : e-kreiz ar bantenn e oa souchet bourc'h Rustorf, moredet e gor an hañv. En hanternoz e c'houweled diabelloù glas dereziet an eil a-us d' eben hag en diaz, tost d' ar Mozel, bourc'hioù louet tamolodet e-tal ar gwiniegi. Tennañ a ris un analadenn hir : start e oa bet krapat ha vad a rae diskuizhañ. Tremen a ris damc'houde dirak an ti-maltouterezh kozh. Merglet e oa ar skritell « Zoll » a-us d' an nor-dall. Bugale a oa o c'hoari nepell alese : lezel a raent o c'harrigelloù peder-rodek da zevalañ gant an dinaou ; degouezhet etal ar winieg e harzent anezho krenn en ur dreiñ ar rodoù a-raok e-kreiz hopadennoù levenez o c'henseurted. - E pelec'h emañ o chom an Aotrou G... ? a c'houlennis en alamaneg ouzh ur paotrig a oa chomet da sellout a-bell ouzh e gamaladed hag eñ harpet ouzh moger an ti-maltouterezh, ar c'halvez, a ziskleriis pa ziskoueze chom hep gouzout. An avrelod a zispourbellas ouzhin daoulagad souezhet hag aonik. Prederiet e oa e zoare ; hep paouez e frote e vragoù ler kramennet gant e zorn. - N'ouzon ket emezañ en diwezh en ur vesteodiñ. - Perak ne c'hoariez ket gant ar re all, a c'houlennis. Sevel a reas adarre war-du ennon daoulagad gell-du ha feuls, ha treiñ kein ouzhin e-giz pa vije het o vouzhat. 5 Hedañ a raen pelloc'h ur straed pavezet ha digompez, riblennet a bep tu gant ur voger hanter dizalbadet : gwerjezioù a oa adreñv dezho : gwez kerez a astenne o barroù karget a frouezh ruz ha taraset o delioù gant an uloc'h ; damwelout a raed toenn ledan ur c'henkiz dreist da gribenn ar voger. Emañ an hañv o tont, a soñjis. Poent e oa din difraeañ a-benn ur pemzektez bennak e krogje an ehan-skol ha fellout a rae din kaout ar pezh-arrebeuri am boa gourc'hemennet e ti ar c'halvez G. kent distreiñ da Vreizh. Skoliad e oa e vab ganin en eil klas ha deut e oa e dad d' am c'havout e derou miz Mae : neuze em boa goulennet digantañ aozañ din astelloù-levrioù. Un tolpad bras a dud a oa o fourgasiñ war ar blasenn vras e-tal an iliz. Sul a oa anezhi : ur bagad paotred yaouank deut da vale war varc'h-houarn a oa azezet war-c'horre derezioù ar skalier a gase d' an iliz. Gwisket e oant gant rochedoù moulet warno skeudennoù flamm liesliv. Unan anezho a sone gant an akordeoñs ; diskanañ a rae ar re all a-gevret. Blenierion ar c'hirri-tan a rae gant ar c'horn-evezh a-benn kas an dud diwar o zro. Dasseniñ a rae ar c'hleier brallet war-laez : fin a oa d' ar gousperoù ha dont a rae ar vugale d' an traoñ, o fistilhat, seder. - Marteze ne gavin ket anezhañ er gêr, a soñjis, hegaset, dleet am befe reiñ da c'houzout em boa dezo da zont. Gwrizias e oa bepred an heol, skuizh e oan ha da e voe din repuiñ evit ur pennad e-barzh ar chapelig savet e-kichen an iliz en enor d' ur sant eus ar vro, Sant Quirinus, ha gouestlet da eñvor an dud lazhet er brezel. Murlivadurioù kaer a oa bet fardet war ar mogerioù : kalz a gizidigezh e gwirionez a ziskouezent hag i o taolennañ poanioù ar soudarded o vervel pell diouzh o bro, anken ar re a oa ouzh o gortoz er gêr ha reuzeudigezh ar repuidi o tec'hout dindan ar bombezadegoù. Kounañ a ris e oa bet ar c'halvez soudard e-doug seizh vloaz e-pad ar brezel diwezhañ. Kement-se en doa displeget din p' en doa bet tro d' am gwelout er miz a-raok. Brezelekadennoù Polonia, Bro-C'hall ha Rusia en doa graet. Gloazet e oa bet e 1944 da vare kiladegoù an armeoù alaman er reter : kleizhenn ur gouli kozh a oa splann e diaz e gilpenn. Neuz un den kadarn a oa warnañ ; liv an nerzh a oa en e gerc'henn, kalet ha skoelf e oa e zaoulagad zoken. Daoust hag e welet em boa biskoazh o vousc'hoarzhin ? Ne gave ket din. 6 Dres pa oan o tont er-maez eus ar chapel e verzis anezhañ pa oa war-nes en em doueziañ en engroez. Bez e c'hellis tapout anezhañ evelato. Stardañ a reas din va dorn, yen a-walc'h. - Deuit d' ar gêr, emezañ. Bez e c'hellfen gwelout penaos edo kont, a zisklerias. Ur c'henkiz e penn all ar vourc'h en devoa ar c'halvez. Tremen a rejomp dirak ar skol vicherel evit ar merc'hed, war hent Merzig. Edo e di ouzh krec'h. Uheloc'h e oa gronnet kern an dorgenn gant ur goadeg teñval. En hanternoz, e- harz ar pantennoù glasvezhus, e weleve bepred ar Mozel. « Deuit tre en ti, » eme ar wreg e toull an nor. A oad gant an ozhac'h e oa ar vaouez, a gave din, war-dro daou-ugent vloaz. Gwelout a raen dirazon ur vaouez korfet moan ha dister, dezhi ur pennad blev du-pod ha daoulagad pers ; morlivet e oa he dremm, koeñvet he divoc'h, lent he doare, melkonius ivez he sell ha na bare nepred da vat warnoc'h. Derc'hel a rae an ti e ratre avat : poultrenn ebet war ar glustraj. Lufrañ a rae an daol ledan ha pounner e-kreiz ar sal-vras ; al listri a bare adreñv gwer ar ganastell, splann ha kann. Ouzh ar mogerioù sklaer e oa stag sternioù, enno gwerzennoù e lizherennoù gotek e-giz an dornskridoù kozh. Re nebeut a faltazi a oa en urzh-se, avat. Goude bezañ aet da deurel ur sell ouzh ar pezh-arrebeuri am boa gourc'hemennet e teuis en-dro er sal-vras. - Azezit, eme ar c'halvez. Kemer a ris ur gador ha mont em c'hoazez e-tal an nor. Ne glaske ket an ozhac'h toullañ kaoz. - Hag ho pugale, emeve, penaos emañ ar bed ganto ? Ar gaozeal a reas ar vamm. Aet e oa Wolfgang, ar mab henañ, an hini a oa ganin er skol, da bourmen gant mignoned. Daoust ha labourat a rae mat, a c'houlennas. Asuriñ a ris e oa Wolfgang unan eus va gwellañ skolidi. « Marteze e tremeno ar vachelouriezh er bloaz a zeu. » Ne raje ket, a eilgerias an tad, o kemer perzh en diviz. Galleg a-walc'h en doa desket e vab. Er bloaz goude e vije skoliet e Trewer. Dav e oa dezhañ kaout arnodennoù alaman evit gounit e vara. Tevel a ris e-pad ur frapadig. Faezh e oan gant ar wrez. Aet e oa an heol da guzhat adrek ur vargedenn arc'hant trellus ha gwashoc'h e oa ar broutac'h er pezh bac'h, serr an holl brenester ennañ. Frond ar jenoflez mouk e-kreiz an daol a roe droug-penn din. Ne gleved nemet safron trist ur wespedenn o nijellat en- dro d' ar bleunioù. Ar vaouez a savas en he sav hag a zichouas anezhi. 7 D' ar c'houlz-se e antreas ur plac'h yaouank. Heñvel tre e oa ouzh ar vamm : nemet e oa iziloc'h ha blinoc'h marteze, evel ul lestr bresk hag hedorr. Mont a reas e-biou din hep ober van hag hi d' azezañ war ur gadorvrec'h e-tal ar prenestr. Pegan a reas en ur c'horn eus ar stign mousilin ha bresañ anezhañ etre he daouarn en ur lakaat he zal a-stok ouzh ar werenn. - Bertha, eme ar vamm, it en ho kambr. Ruziet he doa en un taol ha besteodiñ a rae. Goustadik e troas ar plac'h yaouank he fenn. Teñval ha bras e oa he daoulagad, di-evezh avat. Paouez a reas a vezat ar stign etre he bizied. Ha neuze e troas he fenn en-dro hag e adkrogas da sellout war an hent, hep pal. Aet e oa an tad er-maez eus ar sal. Chom a rae ar vamm, difiñv, juntet he daouarn ganti a-us d' an daol ha stardet he diweuz. En un taol e stagas da zezrevell din : dasprezek a rae ha poan am boa d' hec'h intent. Un nebeut mizioù 'oa e oa klañvet o merc'h gant un danijenn-empenn « Gehirnentzündung » a adlavare bepred an vaouez en ur hejañ he fenn war-du Bertha. Graet e oa bet pep tra a-benn yac'haat anezhi. Pa oa deut ar pare dezhi avat e oa kollet he skiant ganti. - E-giz ur c'hrouadur pevar bloaz ez eo bremañ, a huanadas ar vamm. Gwaskañ a reas war un difronkadenn. Reiñ a reas peoc'h e-pad ur pennad. - He zad a gar anezhi kement atav, a hirvoudas ar vamm adarre. « Sie ist so brav, sie ist so brav... » Me a selle ouzh Bertha. Ne verzen nemet trolinenn gaer he dremm didroc'het en amc'houloù, troet war-du ar maezioù, e-tal ar stign mousilin gwenn. Gwech a vez e eeune he biz etrezek un dra bennak a wele ; fiñval a rae he muzelloù ; son ebet ne zeue diouto avat. Serret e oa en he sederni vut. Pa zeuis en-dro e kêr edo an douristed dalc'hmat o tousmac'hat war leurgêr an iliz. Tremen a ris adreñv an ti-post evit dont er-maez abretoc'h eus ar fourgas. Pellaat a ris, mall warnon. War vevenn ar gwiniegi e adkavis ar peoc'h : du-hont, en traoñ, diegus hag habask, e gwrez an hañv, e kammigelle bepred seizhenn arc'hant ar stêr. Roazhon, Mezheven 1957. 8 MARVAILHOU GAB MILIN Pa varvas Gab Milin e 1895 e klaskas e wreg, berr an arc'hant ganti, tennañ gounid eus ar paperoù bet lezet gant he fried. Brud en devoa Milin da vezañ ur skrivagner dispar hag ur yezhoniour gouiziek. Eus ar c'haieroù a chome, Vallée a brenas un toullad. En o zouez oa notennoù yezhoniezh diouzh labourioù bras an 19-vet kantved, nemet ur wech an amzer notennoù folklorek a chom dudius o lenn, krennlavarioù a blije dezhañ sevel e-stumm ar re bet embannet gantañ e Furnez ar Geiz, pe reoù all bet kavet e-touez an dud. Hogen Vallée, lemm e skiant, a sammas kentoc'h ar c'haieroù hag ar follennoù skrivet warno kontadennoù. Gouzout a rae diwar ar pezh en devoa embannet Milin er Marvailler Brezounek e 1870 pebezh talvoudegezh a c'hellent kaout. Goude maro Vallée ar paperoù-se a zo deut em c'herz, dre vadelezh an Tad Godu e oa bet legadet anezho dezhañ. Enno e kaver dindan skritur Milin kement a zo aet d' ober ar Marvailler Brezounek : ger evit ger emaint aze, holl, kement ha ken bihan m' en em c'houlenner pehini c'hell bezañ c'hoazh lodenn ar C'horonal Troude en deus koulskoude sinet al levr zoken dirak Milin, rak setu anv al levr penn-da-benn : Ar Marvailler brezounek pe marvaillou brezounek dastumet gant ar C'horonal A. Troude ha G. Milin. N' hellan ket mirout a soñjal e oa ar c'horonal brabañser un tamm ha n' en deus graet nemet paeañ ar mouladur d' ar paour-kaezh Milin a zo bet a-viskoazh da viken diarc'hant. Hag-en eo bet ken bras all lodenn-labour Milin el levrioù all sinet Troude ha Milin ? Hen krediñ a ran a-walc'h : Jezuz Krist, skouer ar Gristenien, e seblant Milin bezañ skrivet anezhañ eus al linenn gentañ betek an hini diwezhañ. Er geriadurioù zoken e c'hell lodenn ar skrivagner-konter bezañ brasoc'h eget dister... 9 Ouzhpenn ar c'hontadennoù endalc'het er Marvailler brezounek, menegomp en deus Milin embannet c'hoazh un dra bennak e levrennoù ar Société Académique de Brest, un nebeut marvailhoù ha gwerzioù, gant ar roll eus ar c'hontadennoù en devoa dastumet d' ar c'houlz-se (1). Ha ma tigoromp geriadurioù Troude e kavomp enno daou varvailh da vihanañ da lakaat war gont Milin : Benedisite er geriadur gallek-brezhonek, p. 912-918, hag er geriadur brezhonek-gallek, Ar Paotr Laouik, p. 431-441. Diwar ar c'haieroù-se en deus Vallée e-unan embannet e 1924, Gwechall-goz e oa, pevar marvailh hepken. Kentskrid al levrig a gemenne e teufe reoù all war o lerc'h. N' int ket deuet. Aes eo kompren perak. Vallée n' en deus gallet adskrivañ nemet ar re sklaerañ da lenn, e lizherennoù bras a-walc'h. Met peurliesañ kontadennoù Milin a zo brouilhedoù anezho, en ur skritur bihan, a-wechoù bihan-tre, a c'houlenn mil pasianted evit dont a-benn anezhañ. Pik ebet pe dost, virgulenn ebet, lizherenn vras ebet ; gerioù kenstag e-leizh ; ur skritur diaes-tre. Dre forzh poanial koulskoude e teuer a-benn da gustumiñ. Ar re a vo kavet amañ embannet tamm-ha-tamm gant « Al Liamm » a zo bet diskrivet, darn gant an Tad Godu, darn ganin. A-wechoù eo bet ret martezeañ ur ger bennak : spi hon eus n' hon eus ket lennet a-dreuz. N' int ket holl kontadennoù peurechu : a-wechoù un hevelep marvailh en em ziskouez dindan meur a stumm a-hed ar c'haieroù : notennoù berr kemeret e-pad displegadenn ar c'honter, goude-se brouilhed ar gontadenn adveret gant Milin, a- wechoù un trede stumm labouret muioc'h c'hoazh. Anvioù ar gonterien a gavomp ur wech an amzer : Fer, devezhour e kevrenn gentañ an Ti-dastum bras, eus Lokmaria Berrien ; Anton Abaotret, eus Kersant- Plabenneg, en ivez devezhour er gevrenn gentañ ; Lorañs Kosker, eus Gwenac'h ; Ugen, eus Gwiseni ; Erwan Abiven ; Kerler (?). Tud eus pep korn eus Breizh pe dost. Fer dreist-holl a seblant bezañ kontet kalz a draoù, e anv a zistro aliesoc'h. Lavaromp eta en deus Milin dastumet al lodenn vrasañ eus e varvailhoù diwar vuzelloù labourerien an Arsanailh, e-pad an amzer m' eo bet eno evel skrivagner-konter. Met follennoù all a zo a ziskouez ur skritur yaouankoc'h. Marteze buan a-walc'h eo bet troet e spered da notennañ eñvorennoù ar bobl. (1) « Société Académique de Brest », levrenn 3, 1862-63, p. 382-400 ; levrenn 4, 1864-65, p. 90-127 ; levrenn 5, 1868-69, p. 385-403. 10 E-kichen un dastumadeg vras evel hini an Uhel n' eo ket didalvoud kaieroù Milin evit anavezout kultur poblek ar bobl e Breizh e penn kentañ an 19vet kantved. Komzet kalz eo bet hag e vez diwar-benn kultur ar bobl e Breizh : a- benn ar fin nebeut a dra sirius a zo bet graet, ha dreist-holl a vez graet bremañ evit anavezout anezhañ. Intelligentia Baris n' he deus nemet dispriz evit traoù seurt-se. Koulskoude hengounioù a bep seurt a gaver e folklor hor pobl. Lavaret e vez a-walc'h e oa Breizh betek an hent-houarn, ur vro serret, hep darempredoù gant an diavaez, hep darempredoù kulturel da vihanañ. N' on ket sur tamm ebet eus an dra-se : pe e vefe studiet ar gwerzioù hag ar sonioù, pe ar marvailhoù, e kaver enno alies temoù deuet eus a bell, eus Bro-C'hall, Bro- Alamagn, danvez heñvel ouzh ar pezh a gaver amañ hag ahont dre Europa. Anat eo se evit ar c'hontadennoù dastumet gant Milin. Neuze nebeut a dra a vije enno keltiek rik ? Ne lavaran ket se. N' ouzomp ket da gentañ petra c'hell bezañ keltiek pe nann-geltiek en hengounioù ha marvailhoù Europa. Ha taolit pled : ur gontadenn evel « Kalvez Landevenneg » heñvel ouzh Cendrillon, hag-en n' eo ket adwelet gant ur faltazi breizhat ? Ha « Selma, priñsez an Nubi », ken heñvel ouzh Gwenn-erc'h, hag-en n' hon laka ket d' en em c'houlenn eus pelec'h e teu Gwenn-erc'h hec'h-unan : eus broioù ar Reter da varn diouzh anv ar marvailh brezhonek ? Moarvat evit anavezout da vat folklor Europa e vije bet ret studiañ muioc'h hini Breizh. Rak hor bro a seblant bezañ bet levezonet a-viskoazh gant kulturioù a bep seurt, zoken ar re bellañ. Evel skrivagner, petra dalv Gab Milin ? rak a-benn ar fin eo brezhoneg Milin a vo kavet amañ : stumm e frazennoù, e droioù-lavar a zo dispar peurliesañ, saourus-kenañ. Met n' en deus ket desket reiñ ur frammadur start d' ur gontadenn, en em lezel a ra da vont evel ma ra tud ar bobl, hep lakaat da splannañ ur munud skeudennus pe fromus. Tu a vije gant an hevelep danvez d' ober labourioù skedusoc'h. Met n' eo ket amañ hor pal. O rein a reomp evel m' int deut gant Milin, tost a-walc'h moarvat da zoare ar bobl ha da hengounioù hon Tadoù. MAODEZ GLANNDOUR. 11 SELMA, PRINSEZ AN NUBI Gwechall-gozh e oa ur rouanez en Nubi hag he devoa ur verc'h kaer evel an deiz. Hi hec'h-unan a oa kaer-meurbet ivez, ha krediñ a rae n' oa ket un all evelti. Un devezh 'ta maz edo ouzh taol gant ar pennoù bras eus he rouantelezh, e lavaras dirazo m' he divije gouezet e vije en Nubi ur vaouez kaeroc'h egeti, he divije lakaet anezhi d' ar marv. - Diwallit, eme unan eus ar pennoù bras, ouzh ar pezh a livirit, rouanez ; kaer oc'h, evit gwir, evelato e c'hell bezañ kaeroc'h egedoc'h ; ha c'hwi 'zo deut war an oad, e-lec'h ho merc'h Selma a zo yaouank, ha dre se koantoc'h eget ned oc'h. Ar rouanez ne lavaras ger neuze. Antronoz avat e c'halvas he daou vevel hag e lavaras dezho e rankent lazhañ ar briñsez Selma diouzh an noz, evit pep a bemp kant skoed. Unan eus an daou vevel, Job, a lavaras : - Perak e lazhfemp-ni anezhi ? Biskoazh droug n' he deus graet deomp. Gwelloc'h e ve deomp, un tamm brav, he saveteiñ. - Me, eme an eil, Fañch, 'zo gwell ganin gounit pemp kant skoed ha lazhañ ar briñsez pa lavar he mamm. Mont a reont o daou diouzh an noz gant Selma. Diskenn a reont dindan an douar, alc'houezioù ganto, ul letern gant Job hag ur c'hi war o lerc'h. Gant Fañch edo ar gontell-lazh. Goude bale ur pennad dindan an douar, ec'h en em gavjont er c'hoad. Ha Fañch a lavar d' ar briñsez : - Gra da bedennoù ! Rak da vamm he deus hon digaset amañ da lazhañ ac'hanout, ha goude e rankomp kas da galon dezhi. - Pec'hed eo, eme Job, lazhañ ur verc'h ker koant. Ne vo lazhet biken pe me 'welo. Egile, rankout dezhañ enebiñ ouzh Job, a oa un tamm brav kreñvoc'h egetañ, a gilas neuze. - Petra 'raimp-ni 'ta, emezañ, evit m' hor bezo hor pemp kant skoed. Rak mar chom bev ar briñsez-mañ, e vezo kavet abred pe ziwezhat. - Arabat deoc'h kaout aon rak an dra-se, eme ar briñsez. Me 'yelo er c'hoad, ha n' en em ziskouezin mui da zen. - Neuze, eme Job, n' hon eus ken da ober nemet lazhañ ar c'hi ha kas e galon d' ar rouanez. 12 - Mat eo an dra-se, eme Fañch. Evelato, gant aon na zistroje ar briñsez, e lavaras dezhi touiñ. - Neuze, deomp dirak al loar o parañ, ha koulz hag emañ Doue ouzh hor selaou, ne deuot ken dirak an dud. Ma touas ar briñsez ha ma lazhas ar re-mañ ar c'hi evit kas e galon d' ar rouanez. Houmañ, pa welas kalon he merc'h, a lavaras : - Perak oc'h-hu bet kriz a-walc'h evit digas din kalon va merc'h ? Ma voe paket an daou-mañ ha plantet en toull. Deomp bremañ war-lerc'h Selma. Houmañ a oa aet er c'hoad ne ouie pelec'h mont. Gourvez a ra dindan ur wezenn da gousket. Antronoz e savas ac'hano evit mont da glask ur lojeiz bennak all a-benn an noz da zont. Aon he devoa rak al loened gouez. Deut an noz warni adarre, n' he devoa kavet netra, pa wel ur gouloù er c'hoad. Mont a ra etrezek ennañ da welet. Ahont, emezi, e rank bezañ un ti. Ha ne oa ket gaou, rak p' en em gavas eno, e welas un ti-taouarc'h ha gouloù e-barzh. Sellet a reas en ti, ha gwelet a reas ur pod war an tan, ha den en ti. Neuze ez eas e-barzh diouzhtu, hag e welas ugent skudellad vara troc'het war an daol : - Pell 'zo, emezi, n' em eus debret tamm, naon am eus. Hag hi neuze ha trempañ unan, ha debriñ anezhi. Neuze e tennas ar c'hig eus ar pod, e troc'has un tamm bara ha kig goude he soubenn. O vont da zebriñ edo pa glevas trouz er-maez. Neuze e savas, aon ganti, hag ez eas da guzhat er- maez a-dre an taouarc'h. Ar gwaz a oa bet er-maez, pa zeuas en ti, a wel ar c'hig war an daol hag ur skudellad vara debret dezhañ, a lavaras : - Unan bennak a zo bet amañ. Sada hag hon den aon dezhañ : - Ul laer bennak a dlee bezañ war-dro eno. Hardiz 'oa dont da laerezh e ti al laeron o-unan. Rak ar re-mañ a oa ugent laer hep ar mestr. Hag en noz eo ez aent d' ober o zroioù. - Amañ, a lavare al laer keginer d' ar re all pa oant deut d' ar gêr, e rank bezañ bet un diaoul bennak oc'h ober freuzh. - Arabat dit kaout aon, eme unan eus ar re all, me 'chomo everr da noz ; ha mar teu, me 'denno warnañ. 13 Al laer-mañ, p' oa tost d' an deiz, a rankas mont er-maez ivez da gerc'hat keuneud. Selma, neuze, a rikl en ti, a zebr soubenn, a denn ar c'hig, ha pa glev anezhañ o tostaat, a dec'h kuit evel en-dro gentañ. Al laer ne welas ket anezhi adarre. Sada m' en devoe hemañ kement a aon hag ar c'hentañ. Lavaret a reas d' ar re all pa zistrojont. Ha neuze ar mestr a lavaras : - Me 'chomo hirie da welet petra 'zo dre amañ. Kerc'hat a eure pep tra en doa ezhomm da ober ar gegin. Evelato e savas, ezhomm gantañ da vont er-maez, hag eñ ha mont. Selma a ya en ti e-pad maz edo o leuskel e vanne dour, ha pa zistroas e pakas anezhi o tebriñ ur skudellad soubenn. - Eus a belec'h oc'h-hu ? Emezañ. - Me, emezi, a zo bet kollet diwar va hent ; o servijañ en ti va eontr edon. Hag o vezañ m' am boa naon, am eus debret tri devezh 'zo amañ an tammoù boued a gaven, paz ae an dud eus an ti. N' ouzon mui da belec'h mont. - Mar kirit e chomot ganeomp-ni amañ. Ni 'zo ugent breur. Laeron omp ha mar chomit ganeomp, n' ho pezo droug ebet ; n' ho pezo nemet aozañ boued deomp ha dresañ hon dilhad dre ma freuzhint. Sada Selma kontant, a chom eno gant ar re-mañ. Ar mestr pa voe distro ar re all d' ar gêr, a lavaras dezho : - Setu an diaoul koant en deus graet aon deoc'h. Chom a raio ganeomp, hag hor c'hoar e vezo. Ha mar klevan-me lavaret e ve bet unan bennak hardis a-walc'h da lavaret netra fall dezhi, gwazh a se e vezo dezhañ, rak m' her lazho evel ur c'hi. Sada Selma bremañ gant al laeron-mañ, hag eürus hervez he dere. A-benn ur pennad goude, deut ar mare ma ra al laboused bihan o neizhioù, houmañ p' he deveze amzer, a yae da glask neizhioù. Un devezh a oa, e kavas war he hent ur vaouez kozh o klask keuneud er c'hoad. Goulenn a reas outi ha pell oa eno diouzh ur gêr bennak : - N' emaomp ket gwall bell, eme an hini gozh. - Ober a rafec'h ur gefridi evidon, eme Selma. - Ya da, eme ar wrac'h. - Mat, deuit warc'hoazh neuze ha me 'roio deoc'h ul lizher da gas d' ar rouanez. Arabat eo avat ec'h oufe e pelec'h emaon. Selma, e-pad an noz, a skrivas ul lizher da gas d' he mamm, hag a roas anezhañ d' an hini gozh da gas d' ar rouanez. Reiñ a reas ul loïz aour dezhi evit ober he c'hefridi. 14 Ar rouanez, goude lenn al lizher, a c'houlennas ouzh an hini gozh digant piv he devoa bet anezhañ : -Digant ur plac'h yaouank, emezi, a oa o vale war an hent. - Da belec'h ez ae, eme ar rouanez. - N' ouzon ket, eme an hini gozh. - Mat, eme ar rouanez, mar gellit he gwelet, setu ur voest du da reiñ dezhi. An hini gozh a gemeras ar voestig ha kuit. Hag an eil antronoz ha kaout Selma ha reiñ ar voestig-se dezhi a-berzh ar rouanez. Selma a lakaas ar voest en he godell, hag an noz war-lerc'h, e-pad maz oa aet al laeron pep hini en e du, Selma a zigor he boest hag a gav enni ur re vanegoù du. Sellet a ra outo, ha gwiskañ a ra unan, ha diouzhtu e kouezhas evel semplet. Dont a reas enni hec'h- unan a-benn ur pennad, hag e lakaas an eil vaneg. Neuze e kouezhas evel marv. P' en em gavas ar re all er gêr, e voent mantret o welet Selma astennet eno war al leur-di. - Marv eo, a leveront holl. - Ret eo, eme unan, he lakaat en douar en tu bennak aze, evit na ouezo den. - Ha ma lakafemp-ni anezhi war ar menez a zo aze tost d' an ti en un

Description:
Aotrou Sant Per, fari a rit sur. Me m' eus - Tatata, tout hoc'h memestra. Pa erruit amañ, an hini fallañ ac'hanoc'h a zeu da vout un ael. Met a-raok ! Kit, er-maez. A-boan ma oa war an treuzoù ma welas an diaoul o plantañ e gernier dindan bandoù lavreg an troc'hour lann ha gant ur c'hoarzh skr
See more

The list of books you might like

Most books are stored in the elastic cloud where traffic is expensive. For this reason, we have a limit on daily download.